Arru poazh gant ar barizianouriezh ! / Marre du parisianisme !
Gelver a ra ar gevredigezh Bemdez da vont d'en em vodañ d'ar Sadorn 25 a viz Meurzh da 14 e. 30, dirak ti R.B.I, straed Falkirk, e Kemper, a-gevret gant strolladoù all diouzh galv "EMGLEV SELAOUERIEN RADIO FRANCE BLEU BREIZH IZEL" evit ma vo skignet abadennoù klewelet savet e Breizh. Ouzhpenn mont da Gemper e c'hall pep hini ac'hanomp sinañ ar c'houlennadeg-mañ war ar gwiad : http://garzh.free.fr/petition2/php/index.php .
Digresket eo an niver a eurvezhioù prientet hag enrollet e Breizh diwar ziviz renerezh Pariz. Evit hon izili e talvez an degouezh-se kement hag un enkadenn ouzhpenn evit diskar ar servij publik e Breizh p'emañ he foblañs gwallgaset gant troioù ar marc'had : kevradoù gwan, disparti tud ar vro, dismantroù sokial hag he sevenadur da heul a-benn tremenvan ar vro. Dont a ra da anat ne ra ket ar Stad he labour delc'her ar servijoù publik e Breizh. Padal e chom un darn vras eus ar sammadoù arc'hant gouestlet dezho e rannvro Pariz ; diwar neuze eo d'hor bro ha d'he rannoù melestradurel da ober war o zro. Lakaet ez eus bet splann e c'hall an traoù bezañ kaset war-raok e Breizh pa vez fiziet enni en ober. Al labour bet kaset da benn evit kempenn al liseoù pe reiñ lañs d'an TER en-dro e Breizh zo ur skouer vat a dalvez e rank Breizhiz mêrañ o servijoù publik.
Un digarez eo ar galv-mañ da zegas soñj pegen talvoudus eo krouiñ ur skingomz hag ur skinwel brezhonek.
Evit ar gevredigezh Bemdez,
Bertrand Deléon.
L'association Bemdez appelle à prendre part au rassemblement qui se tiendra le samedi 25 mars à 14 h. 30, devant les locaux de Radio France Bleu Breizh Izel, rue Falkirk, suivant l'appel de la "COORDINATION DES AUDITEURS DE RADIO FRANCE BLEU BREIZH IZEL (RFBBI)" pour la diffusion de programmes créés en Bretagne. Outre se joindre au rassemblement de Quimper, chacun d'entre-nous peut signer la pétition en ligne : http://garzh.free.fr/petition2/php/index.php .
Par décision de la direction parisienne, les horaires consacrés à des émissions préparées et enregistrées en Bretagne sont en diminution. Nos membres considèrent que cette opération constitue un nouveau coup dur infligé au service public en Bretagne au moment où sa population subit les fluctuations du marché : précarité de l'emploi, ravages socio-culturels et, au bout du compte, agonie de la Bretagne. Il est clair que l'Etat ne cherche pas à maintenir les services publics en Bretagne. Pourtant, une grande part des budgets qui lui sont consacrés restent en Île-de-France. Il appartient donc à la Bretagne et à ses actuelles divisions administratives de s'en occuper. La Bretagne a montré qu'elle était capable de conduire les projets qui lui sont confiés. Le travail accompli jusqu'alors pour gérer les lycées ou redynamiser le TER en Bretagne sont autant d'exemples qui montrent la nécessité de laisser la gestion de services publics aux Bretons.
Cet appel est l'occasion de rappeler l'importance de mettre en place une radio et une chaîne de télévision tout en breton.
Pour l'association Bemdez,
Bertrand Deléon.
Kevredigezh / Association BEMDEZ
Ti ar c’hevredigezhioù / Maison des associations
6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie
56 000 GWENED / VANNES – BREIZH / BRETAGNE – Pgz / Tél. 06 11 51 43 15.
http://membres.multimania.fr/bemdez/